Pestisidoù difennet a oa bet kavet en un uzin get ar falc'herezed hag ar falc'herion
D’an 23 a viz Mezheven e oa bet kavet pestisidoù difennet e Europa e uzin BASF e Genay e-tal Lyon. Deut-tre e oa ur strolladig Falc’herezed ha falc’herion OGK hep aotre en embregerezh kimik alaman evit an eil gwezh. Da c’houde e oa bet graet un enselladenn ofisiel get servijoù ar stad, ha kadarnaet e oa dañvezioù difennet en uzin.
Isabelle a zo falc’hererez e stroll Breizh a lara deomp hiroc’h àr an obererezh stourm kaset get he gamaraded.
Hervezi, ar gwelladenn e uzin Genay he deus ivez roet un digarez d’ar gorpidi da lakaat ar gaoz àr ar fed e vehe kalz anezhe tapet get kleñvedoù a c’hellehe bout liammet get o labour e touez ar produoù kimik.
Ne c’hella ket ar Falc’herezed ha falc’herion dougen klemm doc’h BASF dre mand int ur stroll ha pas ur gevredigezh. Ministrerezh al labour-douar en deus ar galloud d’en ober bremañ m’eo bet graet an enselladenn ofisiel en uzin.
Ur pennad-kaoz get Aodren Trehin.